Eilean Arainn

Eilean Arainn en Ayrshire.
Eilean Arainn etre Kilbrannan Sound ha Kintyre er c'hornôg ha Firth of Clyde er reter, ha Sound of Bute en hanternoz.

Eilean Arainn (Arran, pe Isle of Arran e saozneg) a zo brasañ enezenn Firth of Clyde, e Bro-Skos, e North Ayrshire. Da goulz niveradeg 2001 e oa 5 058 a dud o chom enni. Seizhvet brasañ enezenn Skos eo, an navet eus Breizh-Veur (ne gonter ket Iwerzhon). Alies e vez meneget gant an Inizi Gall, met hanternosoc'h eo an inizi-se, er c'hornôg da g-Cinn Tìre emañ an hini dostañ.

Eus Enez Arainn e teu Jack McConnell, a zo bet kentañ ministr Bro-Skos.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy